Mont d’an endalc’had

Mary Wollstonecraft

Eus Wikipedia
Poltredet gant John Opie (war-dro 1797)

Mary Wollstonecraft (/ˈwʊlstən.krɑːft/ ; Londrez, 27 a viz Ebrel 1759idem, 10 a viz Gwengolo 1797) a oa ur skrivagnerez saoz, ur brederourez hag ur stourmerez evit gwirioù ar merc'hed.

E-pad he buhez verr e skrivas romantoù, eñvorennoù beajoù, istor an Dispac'h Gall, istorioù evit ar vugale. Anavezet eo dreist-holl abalamour m’he deus skrivet A Vindication of the Rights of Woman e 1792, ul levr ma tispleg n’eo ket izeloc’h ar merc’hed eget ar baotred ha mard en em ziskouezont evel-se ez eo abalamour ma n’o deus ket deskadurezh a-walc’h. Displegañ a ra ivez e ranker ober ouzh ar baotred hag ar merc’hed evel ouzh tud a skiant ha sevel ur gevredigezh diazezet war ar poell.

Brudet eo Mary Wollstonecraft gant he buhez diroll a-walc'h, muioc'hik eget gant he skridoù. Bevañ a reas gant al livour suis Henry Fuseli (1741-1825) ha gant ar skrivagner stadunanat Gilbert Imlay (1754-1828) a-raok dimeziñ d’ar prederour saoz William Godwin (1756-1836), un den dizoue hag anarkour. Ur verc'h o devoe, Mary Shelley (1797-1851) hag a voe brudet diwezhatoc'h gant he romant Frankenstein; or, The Modern Prometheus (1818).

Mervel a reas Mary Wollstonecraft da 38 vloaz, diwar wilioud, ha meur a zornskrid diembann a chomas war he lerc'h.

Hiziv e seller outi evel unan eus diazezourezed ar stourmoù evit gwirioù ar merc'hed hag ar wregelouriezh.