Đỗ Hữu Vị
Đỗ Hữu Vị
| |
---|---|
War-dro 1915, en un nijerez Caudron G.3 | |
Ganedigezh | 17 C'hwevrer 1883 Chợ Lớn[n 1] Trevadenn Kochinsina |
Marv | 9 Gouhere 1916 Dompierre, Somme Bro-C'hall |
Broadelezh | C'hall |
Lu | Troadegiezh |
Renkoù | Isletanant (1906) Letanant (1911) Kabiten (1916) |
Remzad | 1904 1916 |
Emgannoù | Brezel-bed kentañ |
|
Đỗ Hữu Vị (Chợ Lớn, 17 C'hwevrer 1883 – Dompierre, 9 Gouhere 1916) a oa un ofiser gall bet ganet e Trevadenn Kochinsina (e Viêt Nam hiziv).
Brudet eo abalamour ma voe an nijer annamat kentañ ha ma tiskouezas ez eo an nijerezioù un doare dispar da anavezadenniñ un dachenn.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pempvet mab ur mandarin pinvidik, eilmaer Chợ Lớn (e kêr Ho-Chi-Minh hiziv) e oa Đỗ Hữu Vị. Goude bezañ bet skoliataet e doare Bro-C'hall evel e vreudeur e voe kaset da Bariz da genderc'hel gant e studioù el lise Janson-de-Sailly kent prientiñ ar skol-veur el lise Louis-le-Grand.
Goude-se ez eas Đỗ Hữu Vị da Skol vilourel Saint-Cyr-l'École d'ar 1añ a viz Here 1904.
Isletanant e oa e renk pa'z eas e 1añ Rejimant al Legion estren, a voe kaset da vrezeliñ en Afrika an Norzh. Er prantad 1907-1908 e voe anvet e Maroko (Oujda, Casablanca) kent stourm war an harzoù etre Maroko hag Aljeria.
Pa voe anvet da letanant hag e penn e unvez e klevas a-zivout kurioù Louis Blériot hag e teskas leviañ un nijerez. E 1911 e tapas e vreved, an niverenn 649, digant an Aéro-club de France.
E deroù 1912 e tistroas da Varoko, ma voe levier milourel e-pad bloaz. Eno e prouas talvoudegezh an nijerezioù evit dastum ditouroù hag o skignañ buan ; Đỗ Hữu Vị a voe an den kentañ o leviañ a Gasablanca da Varrakech.
E penn-kentañ 1914 e tistroas da Gochinsina, ma reas arnodennoù gant un dournijerez war ar Mekong evit diazezañ u nijerezh milourel en trevadennoù gall.
D'an 28 a viz Gouhere 1914 e tarzhas ar Brezel-bed kentañ, ha d'an 3 a viz Here e c'houlennas Đỗ Hữu Vị an aotre da vont da Vro-C'hall evit stourm. Kalz nijadennoù anavezadiñ a reas eno.
E miz Ebrel 1915, p'edo o tistreiñ d'e von, e voe freuzet e nijerez gant ur fourrad avel. Kaset e voe da ospital an armeoù e Pariz, ma chomas er c'homa e-pad nav devezh. Dre ma oa torret e vrec'h, e javed hag e glopenn e voe berzet outañ leviañ a-nevez, met aotreet e voe da nijal e bombezerioù evel arseller.
Dizale e c'houlennas an ez-levier distreiñ d'an droadegiezh, ma voe anvet da gabiten 7vet kompagnunezh al Legion estren.
D'an 9 a viz Gouhere 1916, p'edo o ren e unvez en Emgann ar Somme, e voe lazhet gant an enebour.
Beziet e voe ar c'habiten Đỗ Hữu Vị nepell diouzh Dompierre. E 1921, e vreur ar c'horonal Đỗ Hữu Chấn a zegasas e gorf da Chợ Lớn evit ma tiskuizhje e-kichen e hendadoù.
Enorioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Marc'heg Urzh al Lejion a enor
- Medalenn-goun Maroko
- Medalenn an Trevadennoù
- Un timbr a oa bet embannet e 1930 en Indez-Sina c'hall
- Ur straed zo bet anvet en e enor e karter Lái Thiêu e Thuận An e Viêt Nam[1].
Mammennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) 'Early aviators'. Kavet : 09/04/2021.
- (fr) 'Forum pages14-18'. Kavet : 09/04/2021.
- (fr) 'Frères d'armes'. Kavet : 09/04/2021.
- (fr) 'Histoires 14-18'. Kavet : 09/04/2021.
- (fr) 'Zone militaire'. Kavet : 09/04/2021.
- (fr) 'Légion étrangère'. Kavet : 09/04/2021.
- (fr) 'Escadrille n° 1 d'Indochine'. Kavet : 09/04/2021.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 'Google Maps'. Kavet : 09/04/2021.