Mont d’an endalc’had

Golf

Eus Wikipedia

Ar golf a zo ur sport a resisted, c'hoariet er-maez, ma vez ar c'hoarierien o skeiñ en ur volotenn d'he c'has betek un toull, gant sikour bizhier-kamm houarn anvet kleuboù. Pal ar c'hoari a zo ober an nebeutañ a daolioù war un dachenn termenet. Evit ober ar sport-mañ n'eus ket ezhomm bezañ ur sportour a live uhel, n'eo ket an nerzh fizikel a gont met talvoudoù e-giz an andur, an teknik hag an nerzh spered, ar perzh pouezusañ.

Kleub ha bolotenn

Lavaret e vez a-wechoù e teu eus ar c'hoari kroked, brudet adalek an XIXvet kantved, met kalz koshoc'h eo e wrizioù.
Reolennet e Bro-Skos e 1754 gant ar Royal & Ancient Golf Club eus Saint Andrews, ar sport-se en deus orinoù liesseurt. Degaset eo bet eus an Izelvroioù e lec'h oa bet c'hoariet gant an anv "kolf" abaoe ar XIIIvet kantved. Dre studiadennoù all eo bet merzet ivez e oa bet c'hoariet ur sport damheñvel e Sina en XIvet kantved.

Kregiñ a ra ar golf da vezañ brudet en eil lodenn an XIXvet kantved, gant diorroadur ar c'hleuboù prevez hag ar golf a vicher e Bro-Skos hag e Bro-Saoz, e lec'h ma z'eo bet lakaet e plas e 1980 an Open breizhveuriat kentañ c'hoariet etre tud a vicher. An diorroadaur en em led e pad ar c'hentañ brezel bed, er mare ma z'eo o kemm an urzh e-touez ar galloudezhioù bedel, an Amerikaned o terriñ an dreist wir Bro-Saoz. War-lerc'h an eil Brezel Bed, gwelet e vez broioù nevez o arruout war an dachenn: Afrika ar Su, Alamagn, Bro-Spagn, Korea ar Su, Japan, pe Aostralia. Bedeladur gwir ar golf a vo e fin an XXvet kantved. E 2003 e oa 60 milion a dud a c'hoari golf er bed.

Ar golf a zo c'hoariet kenañ e-touez ar mec'hed(Daveoù a vank), met digevatal kenañ eo ar pezh a vez gounezet hag ar bruderezh graet e keñver golf gourel, n'eo ket e-giz en tennis.

D'an 9 a viz Here 2009 e oa deuet ar golf en-dro da vezañ ur sport olimpek, ha lakaet eo bet war programm ar C'hoarioù Olimpek e 2016 e Rio de Janeiro.

Kevezadegoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]



Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.