Mont d’an endalc’had

Gérard Jugnot

Eus Wikipedia
Gérard Jugnot
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denGérard Jugnot Kemmañ
Anv ganedigezhGérard el Picoso Kemmañ
Anv-bihanGérard Kemmañ
Anv-familhJugnot Kemmañ
Deiziad ganedigezh4 Mae 1951 Kemmañ
Lec'h ganedigezh19th arrondissement of Paris Kemmañ
PriedSaïda Jawad Kemmañ
Kompagnun(ez)Saïda Jawad Kemmañ
BugelArthur Jugnot Kemmañ
Yezh vammgalleg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Tachenn labourSinema, skinwel, c'hoariva Kemmañ
ImplijerRTL Kemmañ
Bet war ar studi eLycée Pasteur Kemmañ
Deroù ar prantad labour1973 Kemmañ
Prizioù resevetOfficer of the National Order of Merit, Marc'heg al Lejion a Enor, ofiser al Lejion a Enor, National Order of Merit Kemmañ
Bet kinniget evitEuropean Film Award for Best Actor Kemmañ
Rummad tostCategory:Films directed by Gérard Jugnot Kemmañ
Documentation files atSAPA Foundation, Swiss Archive of the Performing Arts Kemmañ
Notable roleFrançois Pignon Kemmañ
Gérard Jugnot e 2007

Un aktour, sevener, senarioer ha produktour gall eo Gérard Jugnot. Ganet eo bet d’ar 4 Mae 1951 e Pariz.

War bankoù al lise en em gav gant Christian Clavier, Thierry Lhermitte ha Michel Blanc. Asambles e krouont ar strollad farsus « le Splendide » a bad 7 vloaz war al leurenn gant ur berzh spontus. Estreget bezañ war al leurenn e krog gant ar filmoù evel les Valseuses (1974) gant Bertrand Blier, le Juge et l'Assassin (1976) gant Bertrand Tavernier, pe c’hoazh le Locataire (1976) gant Roman Polanski.

Gant ar filmoù les Bronzés, e 1978, ha Le Père Noël est une ordure, e 1982, savet diwar pezh c’hoari ar Splendid, eo anavezet Gérard Jugnot gant ar publik. Ur mell pikol berzh poblek o deus bet ar filmoù-se, hag an aktour ne chom ket pell a-raok bezañ gervel gant filmaozerien evit c’hoari Yann gall : Edouard Molinaro evit Pour cent briques t'as plus rien..., Jean-Marie Poiré evit Papy fait de la résistance (1983) ha le Quart d'heure américain (1982).

Goude dibenn ar Splendid, e kendalc’h Gérard Jugnot e hent e-unan, o vezañ Le Beauf gant Yves Amoureux pe e Tandem gant Patrice Leconte. Gant ar film-se e troc’h e vourenn hag e-keit-se e pella diouzh an danvezioù fentus evel Marthe, ur film diwar-benn ar brezel-bras.

Ne c’heller ket komz eus red-buhez Gérard Jugnot-aktour hep komz eus Gérard Jugnot-sevener. Adal 1984, tremen a ra a-dreñv ar c’hamera gant ar film Pinot simple flic hag ur bloaz diwezhatoc’h gant Scout toujours. Sans peur et sans reproche a zo danvez c’hoarzin ennañ met Jugnot a ya gant ar fentc’hoari c’hwerv-dous dre ar film Une époque formidable... (1991). Eno e c’hoari roll ur frammer-krenn a goll e labour, e wreg, e di, unan goude egile.

Goude bezañ savet ar fentc’hoarioù Casque bleu ha Fallait pas !..., eo kollet Gérard Jugnot : e verc’h he deus c’hoant bezañ dizalc’h dioutañ. E 2001 e c’hoari ur psy speredek ha korvigellek er film Oui, mais... gant Yves Lavandier ha goude se e sin Monsieur Batignole : c’hoari a ra ur gwerzher en ur stal vihan e-pad an eil brezel bed.Un artist klok ha poblek eo dreist-holl. Er film Choristes e 2004 emañ gant Christophe Barratier.

Roll filmoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]