Pont Sant-Nazer zo ur pont savet dreist aber al Liger, etre Sant-Nazer en hanternoz, dre Mouster-al-Loc'h (Montoir de Bretagne e galleg), ha Sant-Brewenn er c'hreisteiz. 720 metr uhelder en deus, ha 3 356 m. a hirder, ar pezh a ra anezhañ ar pont brasañ dreist al Liger, pont hirañ Breizh ha hini hirañ Frañs war un dro.

Pont Sant-Nazer
Pont Sant-Nazer, gwelet eus Sant-Brewenn.

Meret eo ar pont hag e hent, an "D213" lesanvet an "Hent glas", gant Kuzul-departamant Liger-Atlantel. N'en deus ket anv ofisiel, "Pont Sant-Nazer" pe "Pont de Saint-Nazaire" e galleg n'int nemet anvioù boas.

Goude bezañ bet nac'het gant ar Stad arc'hantaouiñ ar raktres er Vvet Steuñv Pempbloaziek eo krouet ur c'hevredad ekonomiezh kemmesk dre gevrannoù gant Kuzul-departamant Liger-Atlantel. Roet eo d'ar C'hevredad prevez-se ur skoaziadenn bep bloaz gant ar C'huzul-departamant (etre 5 ha 21 milion a lurioù).

Savet eo ar maen kentañ d'ar 4 a viz Du 1971 gant ar C'hentañ ministr gall Jacques Chaban-Delmas avat, ha kregiñ a ra al labourioù da vat e miz Meurzh 1972. Goude tri bloaz eo digoret ar pont, d'an 18 a viz Here 1975. Un treizhaj zo lakaet daoust d'ar mouezhioù savet a-enep anezhañ.

Goude bezañ savet Pont Cheviré e 1991, un pont digoust, e tigresk buan ar savadoù arc'hant tennet eus Pont Sant-Nazer, ha divizet eo paouezat e dreizhaj.

E 1992 e kemer ar C'huzul Departamant kontrol ar KEKK o adprenañ ar 130 000 kevrann evit ur sammad a 104 milion a lurioù. Paouezet eo an treizhaj d'ar 1 a viz Here 1994, seitek bloaz a-raok an deizhiad rakwelet.

Gant ar C'huzul-Departamant eo meret ha kempennet ar pont abaoe ar 1 a viz Eost 1995.

Doareoù tremenerezh

kemmañ

Bevennet eo an tizh da 70 km/h. Kontrolet eo an dra-se gant daou radar abaoe 2012. Difennet eo karbedoù zo, pe an holl anezho zoken, pa c'hwezh re greñv an avel.

Etre Mae ha Gwengolo eo kinniget d'ar gerzhourien ha marc'hhouarnerien kemer ur vulzun digoust evit treuzhiñ ar pont e surentez.

Kirri-boutin ar rouedad Aléop a dremen war ar pont (linennoù 315, 316 ha 317) evit ober al liamm etre Sant-Nazer ha Bro-Raez. Ur plas zo e kirri-boutin al linenn 317 evit lakaat eizh marc'hhouarn.

Treuzhet eo ar pont gant Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn e 1993, 1997, 1999, 2000 ha 2011.

Abaoe 2017 e vez aozet ur redadeg war droad, ar "Foulées du pont de Saint-Nazaire".

Levrlennadur

kemmañ
  • "Les grands ponts du monde" (istitl "Ponts remarquables d'Europe"), gant Marcel Prade, Poitiers, embannet gant Brissaud, 1990, 428 pajenn, isbn:2-902170-65-3

Liammoù diavaez

kemmañ