Mont d’an endalc’had

Sorabeg

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Sorabek)


Sorabeg
(Serbšćina)
Takad ar sorabeg
Perzhioù
Komzet e : Alamagn
Rannved : Lusatia (Saks, Brandenburg)
Komzet gant : ~ 60 000
Renkadur : goude 100
Familh-yezh : Indez-Europek

 Yezhoù slavek
  Slaveg ar c'hornôg
   'Sorabeg

Statud ofisiel
Yezh ofisiel e : -
Akademiezh : hini ebet
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 -
ISO 639-2 wen
ISO 639-3
Kod SIL WEN
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.

Ur yezh slavek ar c'hornôg eo ar sorabeg (anvet ivez wendeg pe lusatieg), komzet e Lusatia (sorabeg uhel: Łužica; sorabeg izel: Łužyca, alamaneg: Lausitz) e reter Alamagn.

Div yezh unvan lennegel ez eus, implijet o-div dre skrid: ar sorabeg uhel (hornjoserbsce), komzet gant tro-dro da 55.000 den e Saks, ar sorabeg izel (dolnoserbski) komzet gant tro-dro da 14.000 den e Brandenburg. Ur yezh en arvar da vont da get a zo eus ar sorabeg izel.

Komzet e vez ar yezh ivez gant un nebeudig annezidi a-orin Sorabed o chom e Lee County (Texas, bet levezonet eno kalz kement gant an alamaneg hag gant ar saozneg.

Ur yezh divro eo ar sorabeg, en em gav dreist-holl e bro vBrandenburg, e gevred an RDA gozh, war harzoù Polonia ha Tchekia. 30.000 ez eus anezho oc'h ober ganti bemdez hepken, strewet dre al "Land" penn-da-benn, en deus lakaet o yezh war an hevelep live hag an alamaneg hervez al lezenn, hogen er pleustr, evel-just, ez eo beuzet-mik ar sorabegerien e meurvor an alamanegerien hag e reont o-unan gant an alamaneg peurvuiañ en o darempredoù sokial er-maez eus an tiegezh hag eus ar relijion..

Skolioù sorabek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evel e Breizh ha Breizh Izel peurgent ez eus un nebeud skolioù sorabek a-berzh stad ... met poan a zo evit derc'hel ar skolioù-se en o sav hag e weler stourmerien o sevel o c'hein, met re nebeut, dres evel e Breizh. Kerent 'zo eta a grog en o barroù-livañ da... adlivañ o skol bublik dre ma n'eus ket arc'hant a-walc'h a-berzh ar Stad evit ar sorabeg.


Perzh bras ar relijion gatolik er Su

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Katoliked gredus ez eo ar sorabegerien-uhel betek vremañ. Marteze dre m'o deus gouzañvet yev ar gomunisted n'int ket bet levezonet c'hoazh da vat o buhezioù gant an danvezelouriezh pragmatek ? Bugale niverus ez eus peurvuiañ en o familhoù, ha se a zo daou dra liammet o laka mat a-ziforc'h diouzh an alamanegerien. Ur pardon bras e sorabeg o devez bep bloaz ma kemer perzh ennañ ur pemp mil bennak a dud.

Slaved ha n'eo ket Alamaned

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evit gwir, e-touez an 60.000-se n'eus ket 5000 a gement a vefe emskiantek ha darev da stourm evit chom pezh ez int, met ar re a stourm ne stourmont ket evit un "divyezhegezh" ; ne lavaront ket "o deus ar gwir", Nann. Lavarout a reont hepken ez int pezh ez int hag ez eo mat evito bezañ evel-se : katoliged gredus, niverus o bugale, diforc'h mat o doareoù-bevañ diouzh hini an alamanegerien. En o bleud en em gavont ha ne c'houlennont nemet chom pezh ez int en ur vro n'eo ket dezho rak Slaved ez eus anezho ha n'eo ket Alamaned.

Ur banell-hent divyezhek alamaneg-sorabeg e Bautzen

Sellit ouzh Jurij Brězan.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]